Palotchka (lizherenn)

Ul lizherenn girillek ispsisial eo palotchka (diwar ar ruseg: па́лочка, «bazhig»), skrivet Ӏ, implijet evit skrivañ meur a yezh kaokazek, evel da skouer en avareg, er tchetcheneg, an dargineg, an ingoucheg, ar c'habardeg, al lakeg hag al lezgieg.

Peurliseañ e vez implijet evit skrivañ kensonennoù tarzh, da skouer, en avareg:

кӀалъазе LFE: /k’a'ɬaze/ «komz».

E yezhoù all, evel ar tchetcheneg pe an ingoucheg e vez talvez da skrivañ ar son [ʔ], da skouer, e kabardeg:

елъэӀуащ LFE /jaɬa'ʔʷaːɕ/ «he fediñ a reas un dra bennak»

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search